Pajenn:De Carne - Ar yalc'had aour, 1922.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —
Ar Vugale (a unan).

Ia, va zad.

Klaoda

Mat. Deomp da guzat, ha na livirit ger. (Klaoda hag e vugale a ya kuit).


XII DIVIZ


Lukaz (e unan).

C’hoarzin eun tamm a raimp, a gav d’in. Noz tenval eo. An tri ne zaleint ket d’en em gaout. Ne ouzont, tamm ebet, pe seurt tro a vezo great d’ezo aman. (Klevet a reer trouz e kichen an nor). Klevit ! klevit ! va zri labous eo a zo aze e kichenn an nor. Poent eo d’in mont d’en em guzat ive, evit rei da gredi d’ezo n’ez eus den ebet en ti. (Lukaz a ya kuit. Maze, Biel ha Iann a zeu ebarz dioc’htu, o kerzet goustad).


XIII DIVIZ


Maze, Biel, Iann.
Biel (o komz huel).

Maze, mar bez arc’hant brao…

Maze

Ro peoc’h, Iann gueuneudenn, gant da vouez krenv. Deomp d’an armel da genta. Iann, ne peus ket digaset ganez ar varrenn houarn da derri dor an armel ?

Iann

Digaset em eus. Setu ar varrenn.

Maze en em laka da derri an armel. Klevet a reer eur vlejadenn spountus. Maze a jom en e za.

Maze (o c’hoarzin melen).

Ha, ha, ha, ha ! diot ma ’z omp, me ha c’houi ho taou. Ar vioc’h eo, a zo o vlejal er c’hraou. Ha, ha, ha ha ! Ar vioc’h eo.