Pajenn:De Carne - Ar yalc'had aour, 1922.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —
Biel ha Iann (o c’hoarzin ive).

Ia ta ! ia ta ! ha, ha, ha, ha ! Ar vioc’h, ar vioc’h eo, a zo… Klevet a reer adarre eur vlejadenn krenvoc’h. Maze a laosk ar varrenn houarn da goueza. Krena reont an tri evel deliou.

Maze

Ar vioc’h eo… ar vi… ar vivi… ar vi…oc’h. Eur sklerijenn ruz tan glaou a zav a gleiz, e gweled an ti.

Biel

Sell ta, Maze, sell ta ! Petra zo, pe… pe… petra eo an tan ruz se ?

Iann (o sellet, aounik).

Netra eo ! netra. Luc’hed a ra.

Maze

Luc’hed a liou ruz ? n’em eus gwelet morse luc’hed ruz. Tan an ifern eo, am eus aoun.

Biel (o krena, hag o lakaat e zaouarn war e zaoulagad).

Aï, aï Doue, aïou ! tountoun Fanch, tountoun Fanch o tont eus ar vered !


XIV DIVIZ


An hevelep re, Klaoda.

Klaoda a zeu ebarz gant gorregez, eul linser wenn hag hirr en dro d’ezan, daou doull ebarz evit e zaoulagad. Dougen a ra eur falc’h en e zourn.

Klaoda

Ne ket tountoun Fanch eo a zo aze. Fanch a ziskuiz er vered, hag a jomo eno beteg ar varn ziveza. Me zo an Ankou, o tont da gerc’hat, a berz an Aotrou Doue, tri den a reer Iann, Biel ha Maze anezo.