Pajenn:De Carne - Ar yalc'had aour, 1922.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —
Maze

O Doue mat ! Ni zo iac’h pesk koulskoude.

Klaoda

N’eus fors. Great eo ac’hanoc’h. Te a felle d’it laerez en armel. Kea da zigeri anezi araok mervel.

Maze

Ne gredan ket avat.

Klaoda

Kea d’he digeri dioc’htu.

Maze (o tigeri).

Ne welan ebarz nemet eul linser fresk, gwenn kann, pleget mat.

Klaoda

Kemer ha displeg anezi. Lienen ar maro eo evidoc’h ho tri.

Maze, Biel ha Iann (a unan).

En han’ Doue, ho pet truez ouzomp.

Klaoda

Didruez oun. En em likit ho tri, tost a dost, fri oc’h fri, an eil hag egile, al lienen war ho pennou.

Biel

Re spountus eo an dra ze.

Klaoda (rust e vouez).

Hastit affo ! ma ne fell ket d’eoc’h gwelet tan an ifern adarre.

Maze, Biel ha Iann (a unan).

Re… re… re spoun… re spountus eo…

Klaoda (rust e vouez atao).

Paotred an diaoul, c’houezit an tan adarre. Ar sklerijen ruz tan glaou a zav adarre.