Pajenn:De Carne - Ar yalc'had aour, 1922.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —
Maze, Biel ha Iann (a unan).

O la la ! aïou ! aiou ! Ec’h en em lekeont o zri dindan al lienen, o chom en o za, en eur grial atao aiou ! aiou !

Klaoda

Roit peoc’h ! mar komzit ha mar finvit, va falc’h a gouezo warnoc’h. Ne finvont tamm, an eil nag egile, dindan al lienen.

Ac’hanta ! deuit buan, diaoulou, korriged, teuziou, bugelien noz ! deuit buan ! Kanit ha dansit en dro d’ar zac’had daonet se.

Seiz mab Klaoda a zeu ebarz, o leuskel kriadennou spountus. An holl en em laka da zansal en dro d’an tri, en eur gana.


XV DIVIZ


An hevelep re, Ar Vugale.


KANAOUEN AN TEIR MOUALC’H
War don gallek : « C’est le roi Dagobert ».
Ar Vugale


Bez’ ez oa eur wezen
Gwechal, e Breiz, e ti Goulc’hen ;
Eur wezen-gerez,
N’oa ket er barrez,
Eun all ker founnus
Na ken talvoudus.
Teir moualc’h a zeue, bem dez,
Da vintin, enni, da laerez.

E kreiz he skourrou huel
Klevet a read mad o c’houitell.
En eur pennadig
An tri labousig,
Laouen ha iaouank,
A zigore frank
O begou, da lounka,
Kerez eus ar re zareva,