Pajenn:De Carne - Ar yalc'had aour, 1922.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —



Goulc’hennig, ar paotr fin
A lavaras : petra a rin ?
N’em eus tra, nemet
Bruzun stlabezet
Hag hen a lekeaz
Gludennou. Allaz !
An teir moualc’hig paket
A oe diblunet ha rostet.

Leoniz ha Tregeriz
Ha Kerneviz ha Gwennediz,
Laerez ar re all
Zo eur vicher fall !
Bepred, abretoc’h
Pe zivezatoc’h,
Al laer a vo laeret
Hag an debrer a vo debret.

Klaoda

Awalc’h ! it kuit ac’halenn, breman. It kuit.

Ar seiz mab a ya kuit o youc’hal.


XVI DIVIZ


An hevelep re (nemet ar vugale).
Klaoda

Ha n’oc’h ket maro c’hoaz, tud didalvez ?

An tri (dindan al lienen atao).

N’omp ket, a drugarez Doue.

Klaoda

Da biou eo an arc’hant ? Da biou an aour ?

An tri

Da Glaoda.

Klaoda

Da biou an ti, ar parkeier, ar frouez ?

An tri

Da Glaoda.