Pajenn:De Carne - Ar yalc'had aour, 1922.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —
Klaoda

Da biou an dillad hag an arrebeuri ?

An tri

Da Glaoda.

Klaoda

Da biou ar vioc’h zu ?

An tri

Da Glaoda.

Klaoda

Da biou ar penmoc’h gwen ?

An tri

Da Glaoda.

Klaoda

Mat. Eur pennadig zo, edoc’h o vont da laerez e zac’had liardou. Ha ma teufe Klaoda da c’houzout ho troiou fall, petra a lavarfe ?

An tri

Truez en defe ouzomp. Hennez a zo bras e vadelez. (Klaoda a ya kuit goustadik hep lavaret ger).


XVII DIVIZ


Maze, Iann, Biel (dindan al lienen atao hep gouzout eo eat Klaoda kuit).
Iann

Aotrou an Ankou ! (Respount ebet).

Biel

Aotrou an Ankou ! (Respount ebet).

Maze

Aotrou an Ankou benniget ! (Respount ebet).