Pajenn:De Carne - Ar yalc'had aour, 1922.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —
Biel (Diskouez a ra e benn, eun tamm, a zindan al lienen, hag a zell en dro d’ezan).

Maze ! Iann ! An aotrou an Ankou benniget a zo eat kuit.


XVIII DIVIZ


Maze, Iann, Biel, Lukaz
Maze

Gwir ? Mat eo avat ! Deomp kuit ive, neuze, hon tri ha buan ! (An tri a ya kuit enn tu kleiz. Lukaz a zeu ebarz, hag a vir outo da vont kuit. An tri a ya kuit o redek en tu deou).


XIX DIVIZ


Lukaz, Klaoda
Lukaz

It kuit, ia, it kuit, tud digaloun. Re vat eo Klaoda, re vat evidoc’h, ia. (Klaoda a zeu goustadik, e zillad pemdez en dro d’ezan. Chom a ra e gweled an teatr. Lukaz ne well ket anezan). En e leac’h, me am bije skoet ganto, ia, skoet start gand an tri ribler ze. N’eus tra ebet da c’hounid o veza re vat.

Klaoda

N’emeur ket re vat evit an nesa, Lukaz. D’it e tisplegin an dra ze en eur goania. Naoun hor beus, ha poent eo dibri. Bugale, deuit buan da lakaat an daol. (Ar vugale a zeu en eur c’hoarzin hag a laka buan an daol. An holl en em laka ouc’h taol da zibri).


XX DIVIZ


Klaoda, Lukaz, ar Vugale.
Perig

Kig mar plij, tata.

Herrig

Bara, mar plij, tata.