Pajenn:De Carne - Ar yalc'had aour, 1922.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 26 —
lanig, Jopig ha Lomig (a unan)

Ha d’in ive, ha d’in ive, mar plij.

laouig ha Kouig (a unan)

Eur banne gwin, mar plij.

Klaoda

Peoc’h, peoc’h, ho tamm ho pezo pep hini. Bezit dinec’h. (An holl a zebr).

Lukaz

Ia, eur pennadig zo, edoun o lavaret d’it ez oaz re vat evit da dri c’henderv.

Klaoda

Ha me a lavar d’it, Lukaz : red eo d’eomp beza madelezus evid ar re all.

An tri ze n’eo ket ker fall o c’haloun evel ma ’z eo berr o spered. C’hoant bras o doa da gaout va gweneien. Tri mil lur am eus, ha kalz traou oc’h penn. Ar re ze a zo paour. Me zo pinvidik. Rei a rin d’ezo, Lukaz, va zri mil lur, mil lur da bep hini.

Lukaz

Te zo foll mik, Klaoda, te a zo troet neat da spered, paour keaz !

Perrig

Kig mar plij, tata, kig. (Klaoda a ro).

Klaoda

Ne ket troet va spered ; tamm ebet an holl. Ober a rin an traou gant furnez. Lakaat a rin an tri mil lur ze da c’hounid evito, hag e roin an arc’hant da c’hreg pep hini anezo, deiz an eureujou.

Lukaz

Te zo re vat ; her lavaret em eus meur a weac’h.