Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Theophilus, 1923.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 559 —


2) Theophilus a zo aman eur ger pewardroadek, evel ebarz ar poziou 33 ha. 38. Koulskoude e kavoc’h anezan pelloc’h tridroadek hepken, egiz er poziou 18, 20, 24, 31.

Kaout a reer ouspenn malisi-us (pewardroadek), glori-us (tri-droadek), egiz ma kaver ive gra-cius, (daoudroadek), melco-niet (tridroadek). — An oberour n’eman ket kals e poan pe e vo e werziou kamm, pe eun : ha ma zo unan kamm bennak, ne ra forz a be gostez, pe e vezo hirr-c’haret, pe berr-c’haret : gwelomp er poz 24 : neba-oun a zo tridroadek, hag e kichen, Theophilus ive tridroadek hepken. — Gwir eo e ranker amzao, evit o mez, meur a oberour-gwerziou eus an amzer hirio n’emaint ket muioc’h e poan war gement-man, al Leoniz dreist-holl : eun troad muioc’h pe nebeutoc’h, bastik, kamm pe jilgamm, o gwerziou a yelo endro.

3) Evelato poziou brao a gaver er werz : heman a zo unan anezo : kengana a ra ar geriou (allitération).

4) Arabad soueza evit kaout kan ar c’hillog wardro an hanter-noz : klota ’ra mat kement-se er gwerziou, dreist-holl pa skeudennont « un Digentil dispos, gracius e visach (an tu brao), nemet tenval eo e wiskamant hag e dreid blevek ha karn (an tu divalo). — Karnek a vije bet a dra zur gwelloc’h eget karn.

7) a boursuif : a gendalc’h : war gement-man, e c’hell beza lorc’h ennomp, gwelloc’h brezoneg a skriver hirio.

8) Voar nich e oue var ur marc'h transportet, kezeg-nij d’an ampoent ! Ne dalv ket d’eomp ar boan beza lorc’h ennomp en tôl-man, abalamour m’ hon deus kirri-nij, hep kezeg.

9) Carguet oa na… : il lui fut fait charge de ne…

11) Treit : daoudroadek. — Craï, unandroadek elec’h daoudroadek er poz 7 uhelloc’h.

13) Azrouant : dragon, diable. — An trede gwerzenn eus ar poz-man a zo re-hirr, 13 troad.

14) An oblige : obligation.

16) Er c’hartou hac er ball : Kantikou an Tad Maner a sko aliez war an tachou-ze.

22) Minic’hi : droit d’asile, asile.

23) Al louedic menargas : le petit gris maudit, détestable, le diable (me hen argas ?)

24) Ar Rouanes an Ee, elec'h ar R. eus an Ee.

25) An trede gwerzenn a zo kamm, 11 troad hepken.

29) Gouiezec, gouiziek. — An trede gwerzenn, 13 troad,

30) Ar werzenn genta a zo 13 troad enni.

32)                                         id.

35) Ar conseil Jesus, evit eus a Jesus.

36) An Orœson, a dra zur, met ar yun, penos e c’hellfe beza boued zoken d’an ene ?