Pajenn:Crocq - Theophilus, 1923.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 560 —


37) Ar bedervet gwerzenn, 13 troad, met evit gwel hepken, rak ma skrived monet, ne tistagjed nemet mont pa felle.

E roet menargas : son filet maudit. Hano zo bet eus ar rouejou er poziou 3 ha 20.

39) O scuilla ur bannic eus he laes.

Aliez Kantikou an Tat Maner a zeu hag a zistro war gement-man. E penn kenta e leor, en orœson devot en enor d’ar Bassion, e lennomp :

Guerc’hes Vari voar ma fassion
Discuezit d’ho Map ho tivron,
Discuezit d’ho Map ho tivron,
Ma hillin kaout guir pardon.
 
Guerc’hes Vari pa vezo ret
Tremen ha dilezel ar bed,
Scuillit ul lomic eus ho Lez
Da gaç an azrouant ermez.


Yvon CROQ.