Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Theophilus, 1923.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 558 —



32.Coueza a eure patant ar c’hontrat maleurus
Dirac en auter sacr ar Verc’hes glorius,
Peb unan a ganas gant ur vouez gracius
Meuleudi da Jesus ha d’e Vam truezus.

33.Mari Mam a druez bepret carantezus,
A gomzas evellen, ma Map Theophilus,
Ma Map Theophilus, c’hui so diamaret ;
Torret eo ar c’hontrat, ha c’hui so pardonnet.

34.Pa glevas ar pec’her voar e zaoulin stouet,
Ar c’homzou truezus a Rouanez ar bed,
Adeo a lavaras d’e guerent ha d’ar bed,
Da ober en desert ur binigen calet.

35.Bete e dremenvan e garas a galon
Jesus hac ar Verc’hes e Vœstres hac Itron.
Dar beorien e roas e zanvez ha madou,
Evit heul ar gonseil Jesus hor guir Autrou.

36.Goudese en ur c’hoat ur Piniti santel
A savas da gundui ur vuhez celestiel ;
Eno ar Binigen, ar Yun, an Orœson
A oue boet d’e ene leun a gonsolation.

37.Eno bete ar maro e caras a galon
Jesus hac e Vam sacr e Vœstres hac Itron ;
Pa oue en e bassion e teuas an drouc-speret
Gant e roet menargas, hac en monet da laret.

38.Te ezeus en em roet din, gant da oat eo signet
Da gontrat em Palœs dirac ma c’honsortet,
Neuse Theophilus o tiscueus ar Groas,
Jesus, Mari, Pater, Ave a lavaras.

39.Ar Verc’hes o scuilla ur bannic eus he lœs,
A gaças ar fallacr eguis ur c’hi er mœs,
Goudese pa rentas he mignon e speret,
E recevas joaus e ene binniguet,
E ene binniguet gant he dorn truezus
E offras da Zoue ha d’he Map quer Jesus.

(Tennet diouz « an hent da vont dar Barados », p. 128, 129, 130, 131, 132).


Eun eveziadenn verr bennak
————

1) Evel an hou gwerziou poblek, e kinniger d’eomp « ur Verz nevez composet-Eus un den… » Ral eo kaout eus, peurvuia e kaver war pe war sujet ; a oa a gos collet : arabad kredi eman a gos evit abaoue pell amzer, nag all ; a gos a zo aman evit hogos, presque, damgollet'.