Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Theophilus, 1923.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 557 —



21.Na livirit biquen pa zeot-u da gofes »
Ar pez во promettet gueneoc’h em Palœs.
Mar quitteit ma lesen, ho cousouc a dorrin,
Ha gant ma zan estlam en Iffern ho tevin.

22.Ecreis ar gombat-se chetu un Itron ven,
Нас hi mont da laret, en em choasit buhen,
Livirit ho Pater, ha troït oc’h Mari,
Me so deut d’ho sicour ha rei d’eoc’h minic’hi.

23.Neuse gant eur Feiz [crenv] e eure sin ar Groas,
Jesus, Mari, Pater, Ave, a lavaras ;
Ar c’hannat dar Verc’hes armet gant sin ar Groas
A gaças en e rout al louedic menargas.

24.Nebaoun emezi, nebaoun Theophilus,
It da gofes hardis ho pec’het maleürus,
Ar Rouanes an Ее a raï sur hoc’h escus.
Dirac Doue an Tat hac ne Map quer Jesus.

25.Pa guittas an Itron, mantret oa e galon,
O ouela hep paoues gant guir contrition,
Prest e savas da ober gant diligeanç
Emeus e oll amser examen a goustianç.

26.Pa gonsideras piz en e bec’hejou bras,
Gant contrition parfet humblamant e laras :
Biscoas ne oa er bed goas pec’her evidoun,
[Diredet, ma] Æl mat, deut timat davedoun.
 
27.Dirazoc’h, ma Doue, monet ne gredan quet,
[Ha crena] a ran oll pa songean em pec’het,
Dirazoc’h, ma Doue, monet ne gredan quet,
Ho renoncet emeus, ho Mam emeus quitteet.

28.Recours ameus ouzoc’h Guerc’hes glorius Vari,
C’hui so dar pec’her paour refuch ha minic’hi,
Sellit ouzin, Mam douç, sellit Mam a druez,
Ous ur pec’her endeus fizianç en ho truez.

29.Gant an esperanç-se, gant guir gueus ha regret,
E clasquas ur Bœlec fur, mat ha gouiezec,
Нас en despet dan diaoul en e enep arraget,
E taulas franc ermes an ampoezon cuzet.
 
30.Goudeze ez eas dirac auter ar Verc’hes,
En devoa quemeret evit Advocades ;
Itron sacr emeza, chetu ho Map ingrat,
Ne gred sevel ouzoc’h gant mœs e zaoulagad.

31.Pa edo e pidi gant un esperanc vras,
Ar Verc’hes sacr ounta gant truez a sellas,
Contraignet oue an diaoul delivra ar c’hontrat
Signet gant Theophilus en ur sal gant e oat.