Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Theophilus, 1923.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 556 —



10.Abars nemeur oue en ur Sal bras rentet,
An adversour ecreis ur Gador alaouret ;
A lavaras dezan, truez ameus ouzoc’h,
Mar quirit ma adori pep mat a roin d’eoc’h.

11.Stouit voar ho taoulin ha poquit dam zreit,
En em roit din-me, renoncit Jesus-Christ ;
Renoncit Jesus-Christ, ar Feiz, ar Vadiziant,
Ma c’hemerit da Vœstr, ha me ho craï contant.

12.O torfet criz meurbet ! estlamit c’hui an Ee.
Theophilus en em ro a gorf, hac a ene,
E gorf hac e ene a ro dan drouc-speret,
O tisongeal en tan an Iffern diremet.

13.Quitaat a ra Doue, ar Feiz, ar Vadiziant,
O quemeret da Vœstr sioas an azrouant !
Dious e vez bihan e oue tennet tri banne goat,
Ha ganto e sinas a galon ar c’hontrat.

14.Pa oue sinet ganta, sioas, an oblige,
An diaoul a boursuivas, grit un dra adarre,
Quiteet unan a rer anezi ar Verc’hes,
Quiteet hoc’heus ar Map, quiteet ar Vam ivez.

15.Dre e scrit ha guenou an den-se maleürus
A renonças a grenn dar Verc’hes Glorius,
Goudese an diaoul criz, eguis ma promettas,
Voar e varc’h e rentas elec’h m’er c’hemeras.

16.Pa savas antronos an den trelatet-se,
E caças diouta an oll dougeanç Doue,
E galon a laquas er c’hartou hac er ball,
Ne c’houlenne nemet eva, c’hoari, tripall.

17.Deis ha nos e chomme ebars er banquegeou,
Ne frequante nemet goall gompagnunezou :
Ne re œuvr mat nemet saludi a galon
Peb mintin ha peb nos ar Verc’hes e Itron.

18.Mari carantezus d’e servicherien oll,
Pa velas Theophilus dare da vont da goll,
A bedas he Map quer ma roje sclerijen
D’e servicher dallet gant e adversourien.

19.Un nosvez pa edo ebars en e vele,
E santas un taol flem ebars en e ene,
O songeal er Maro, er Varn hac en Iffern,
Piquet oue e galon eguis gant ur bot spern.

20.Pa velas an diaoul criz e oa prest d’e quitat,
Gant e rouegeou cuset e tistroas timat.
Sus couraich emeza, Theophilus va mignon
Chasseit ar melconi eguis un ampoëson.