Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/97

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Yan an Inkin hag an aotrou Furzod


————


Etre Goayen ha Beg-ar-Raz e oa gwechall-goz kalz a vaneriou, hag hizio c’hoaz e c’heller gwelet o mogeriou hag o zouriou hanter-razet, debret gant ar gwall-amzer, goloet gant an ilio. Maneriou paour, c’hoarvezet a zo ganto ar pez a c’hoarvez gant an dud koz-se a weler a-wechou krommet o izili, daoubleget o c’horf dindan samm an oad ha pouez ar vuez.

Mad ! setu aman trubuilhou eun aotrou hag a oa chomm en unan eus ar maneriou-ze ; trubuilhou hag a zo bet displeget d’in, eur pennadig a zo, gant va amezeg Herri ar Marichal.

An aotrou-ze oa leshanvet Furzod, abalamour ma ne veze morse na fur na sod awalc’h hepken ; o chomm edo e maner ar C’hastel-C’hwistel, elec’h ma oa eur wezen gleuz oc’h ober siminal, evel ma lavare an teodou-fall ; mes an dud fur hag honest eveldomp-ni n’eo ket c’hoaz debret kement-se ganto. Ar pez a zo gwir-bater koulskoude eo e rede brud fall diwarbenn aotrou hag itron ar C’hastel-C’hwistel, betek ma lavared e veze alies, alies (piou ’oa ped gwech bemdez ?) e veze komzou trenk ha c’hwero, toliou-dorn, krabisadennou ha sachadeg-vleo etre an aotrou Furzod hag an itron Furzoded, e wreg.

Tostik da Gastell-C’hwistel e oa o chomm Yan an Inkin.