Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/96

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 86 —

eus great. Nan, rak droug am eus c’hoaz em bleo hag em divesker… Aotrou Doue !… Hag ar C’horrig ?… »

— « Petra ? mezvier, gourlanchen frank, lonk-e-zizun, koll-bara, dic’houilhez, debr-spered, torr-penn ? N’out ket eat c’hoaz d’ar bed all, amprefan ? Hag eur c’hristen a dlefe distaga korfajou evelse ? »

E wreg eo a gomze d’ezan en doare-ze, en eur welet anezan o tigeri e zaoulagad ker frank ha p’en dije bet c’hoant da zibri yod-kerc’h pe grampoez ganto.

Kerkent e teuas en ti Jermen au Troadeg, an devezour koz, bet o voueta ar c’hezeg.

— « Ac’hanta ! eme an devezour, en eur c’hoarzin, panevedon-me, Herve, e vijes bet c’hoaz du-ze, etal menhir « Toull ar C’horrig ».

— « Ya, eme ar wreg, pec’hed eo bet d’eoc’h koll hoc’h amzer da zigas an toull-jistr-ze d’ar gear, dec’h d’an noz. »

— « Ma ! eme Jermen, poan a-walc’h am oa bet gantan, kement m’am oa goust da c’hoarzin. »

— « Ha koulskoude ne oa ket peadra ! eme Herve. »

— « Eo da ! Red e vije bet d’eoc’h beza bet o welet anezan o troï endro d’ar menhir, o klask tremen dreizan… »

— « Tremen dre ar peulvan ? »

— « Ya… hag o youc’hal a-bouez-penn e oa klozet e-barz gant ar C’horrig ! »

Herve Stroalleg a zistagas c’hoaz eur pennadig kousked. Pa zavas, e oa dizonjet e hunvre gantan ; n’en doa mui sonj, zoken, pe vlaz oa gant jistr e verour Gwilhou Tortig-Kamm, e Kermoal du-ze, en tu all da lanneg « Toull ar C’horrig ».