Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/98

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 88 —

Yan ne oa anezan nemet eur c’hreiz-denig, na bras, na teo, na ledan ouz an a-drenv ; na bihan, na moan kennebeut. Mes Yan n’oa ket hirr e ziouskouarn ; finoc’h e oa eget Alanig al Louarn, hag e zac’h a veze dalc’hmad leun-tenn. Kent-se, n’eo ket eur souez, tamm ebet, ma lavare ar C’haperien eus Yan : « Heman a zo eun ebeul anezan ! »



Ti Yan a oa great e vogeriou gant koataj hag e doen gant plouz keit ; eul lochennig n’edo ken, mes frank aleiz evit e berc’hen hag e wreg. Da vihana ne oa ket eur gwennegad dle war e c’horre, ha gouzout a rit holl :

« Gwelloc’h eo hep dle bara heiz
Eget e prest bara gwiniz. »

Yan ’ta ne oa ket pinvidig-mor ; koulskoude, goude diskonta e di ha Katellig Fri-Minaoued e vaouez, e chomme c’hoaz gantan e vioc’h Moumoutik. Mes war douar Yan ne oa ket kalz a bastur, treut e oa ar peuri gantan ; elec’h e park an aotrou Furzod, e amezeg, e oa melchon gwenn, tener, eur brao o gwelet. Pa veze o tiwall he bioc’h, Katellig a veze gwelloc’h ganti distaga eur pennadig kousket, hag, epad an amzer-ze, Moumoutik a zizonje a-wechou betek mont da ober eun droïg etouez melchon gwenn an aotrou Furzod. Heman, kerkent ma anavezas laeronsiou ar vioc’h, a redas prim da gaout he ferc’hen :

« Te oar, Yan, diwall mad da vioc’h, emezan ; rak, mar pakan anezi c’hoaz war va zraou, ne vo ket kosoc’h, ha diwar an taol-ze, e c’helli kas anezi da farda sklipou ! » Hag hen kwit, ar Furzod, rok an tamm anezan, tudou !

Antronoz, Katellig Fri-Minaoued ne gouskas