Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/88

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 78 —

Kerdrizek, da vihana evit kaout jistr, rak evit ar pastur hag an ed ne lavaran ket, feiz, nan ! — Huo ! Huo ! ’ta ! Bailh, petra ’zonjez, paour kez dall, ha ne weles ket emaout o vont da doulbenna e-barz ar foz ? Ac’hanta ! Bailh droch, deomp gwelloc’hik ganti. Arabad kousket a-hed an hent bras, p’ eo gwir, gouzout a rez, e rank da vestr mont en abardaez-man betek Kermoal evit tanva ha dibab eur varrikennad jistr, jistr eus ar gwella, evit an aotrou mear ! Sou ! Bailh dall ! Sou ’ta ! »

Pa zigouezas Herve Stroalleg e Kermoal, e oa tostoc’h da bemp eget da beder heur. Mam ar merour du-ze, Katellig Fri-butun, a oa da vad oc’h ober tan dindan eur podhouarnad patatez plusk hag all ; hag ebarz kougn al ludu, dindan an anduilhenned, ar eontr koz, bouzar hag hanter-zall, relegou amzer ar Chouanted, a jache war e gorn-butun berr ar muia ma c’helle, ar moged o tua e fri d’ezan.

— « Eman koan war an tan ? Hag ar jistr ? Pe vlaz a zo gantan ? » a c’houlennas Herve, en eur zont en ti. — Ar yontr ne finvas ket ; e gorn ne ehanas tamm da zislonka bouilhou-moged. Katellig, war he daoulin e-tal an oaled, ne ehanas ket ivez kennebeut da renka trojennou kaol sec’h en-dro d’he fod-houarn. — « Ah ! emezi, va mab, evit lod eus e C’houel-Mikêl, en deus lakeat a gostez evidoc’h eur varrikennad jistr bennak, evel kustum. Du-ze emaint, e-barz an ti-koz en tu all d’al leur ; daou seurt a zo eus ar jistr, c’houi ’welo. »

— « Pehini eo ar gwella ? » a c’houlennas c’hoaz Herve, en eur gemeret alc’houez an ti-koz.

— « Feiz d’am Doue ! eme an hini goz fri-bu-