Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/87

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


BLAZ AR JISTR !…


————


— « Neuze ’ta, Herve Stroalleg, e c’hellan fiziout warnoc’h ? »

— « Ya, ya, aotrou ; ken gwir ha ma ’z eo c’houi ar mear ganeomp du man e parrez Poulbrug, e kasin d’eoc’h eur varrikennad jistr ; mes, klevit mad, hein ! jistr eus ar gwella, n’eo ket jistr avalou pin na karotez gwenn. Ne vezo ket eur fall d’eoc’h doura genou ha korzailhen gant hennez. Bezit fizians ennon, aotrou mer, rak, evit ar wech, ni zo bet daou vignon bras ha mignoned eveldomp-ni ne glaskont morse en em douza etrezo. — Ha koulskoude, sellit, gwelloc’h e vefe ganin ma c’hellfec’h kaout eur pennadig amzer evit dont, hoc’h-unan, da danva ar jistr du-man. »

— « Tra, tra, Herve Stroalleg, n’hellan ket mont ; n’em eus ket amzer. Mes fizia ’ran warnoc’h, mignon koz ; dibabit d’in ho kwella jistr, ha breman kenavo ar c’henta gwelet. »

— « Mâ ! Kenavo, aotrou mear, kenavo eur wech all ! » Ha goude eur stard-daouarn, an aotrou a zistroas d’e labour ; ar c’houer a bignas en e wetur, a zistagas eur c’hwitelladen hir, ha Bailh, ar marc’h dall, hep gortoz an taoliou skourjez da larda e gostennou d’ezan, a gemeras penn an hent a gas diouz Douarnenez da Barrez Poulbrug.

Hag en eur ober hent, e-pad ma vleine Bailh, e varc’h dall, Herve Stroallek a zonje : « Deomp d’ar gear da genta-penn, evit distrei goude-ze da Germoal, rak gwelloc’h merouri eo Kermoal eget