Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/89

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 79 —

tun, diez a-walc’h eo gouzout. Tanvaït da genta, ha grit ho tibab goude-ze ! »

— « Mad ! mad ! Hag e rin », eme Herve, en eur dreuzi al leur.

Ebarz an ti-koz, e wel diou varrikennad tennet a gostez. N’eus ket da fazia : ar re-ze eo e re. Tapout a ra krog er skudel diwar eur skabel gam, ha, war bennou e zaoulin etre an diou varriken, e tiskenn eur skudelladig eus an hini genta. N’eman ket seizdaletoc’h evit eva, en eur pennad, beteg ar berad diweza en doa tennet. E zorn a dremen mont-dont war e gof ; e deod a dro en e c’henou, hag a deu war e vuzellou da bourmen. Komz a ra outan e-unan : « Mat ! mat eo ! Pod an dien ! » Hag eur pennadig e chomm da zonjal, evit rei amzer d’ar jistr da ziskenn gant e hent :

« Jistr sec’h eo hennez ; skraba ’ra an diabarz, ha, dre ma kosaio, e teuio da veza skler, tostik egiz dour-red. Jistr eus ar c’henta evit dibri, mat da zikour an den da gaout naon… Pôtred diwar ar meaz a c’hell en em ober dioutan ; mes pôtred kear, liou krampoez Kemper war o beg, pa vo lonket eur picherad ganto eus an evach-ze, ah ! malloz ruz ! setu neuze koz tudigou hag a vranskedilho war o divesker ! »

Eun taolig tro da bluen an eil bariken, evit leunia a-nevez e skudel. Pebeuz liou ! pebeuz c’houez ! ha pebeuz blaz ’ta ! — « Dous egiz mel ! Me gred e rafe gwelloc’h heman stal an aotrou mear ; rak e kear n’eus, kouls lavaret, nemet lipouzerien, hag ar jistr-man ne ra ket muioc’h bec’h war ar penn eget lez dre zïen. N’eus forz, ma ne vije red d’in selaou nemet va c’hoant va-unan… »

Hag e tiskenn c’hoaz eur skudellad leun-tenn eus ar genta bariken. — « Ah ! koulskoude, boul-