Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 59 —
c’han gant eur beg roget, diwriet, hag eur vuzel faoutet.
Hiniennou marteze a gavo goular va c’hontaden ; d’ar re-ze e lavarin : « C’houi zo boazet da danva gwelloc’h souben ; koulskoude arabad d’eoc’h heugi ; mar ne gavit ket dioc’h ho c’hoant ar gontaden-man, — unan eus ar c’hontadennou a ziwan e bro Beg ar Raz — ha ma tisplij d’eoc’h zoken, ne lavarit ket ho sonj re uhel rak droug e lakafec’h da vont e barz ar C’haperien ! »
————