Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/68

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 58 —

tal. » — « A ! diskiant, eme ar Rouanez, hag hon diskouarn hir, keit ha bizïed eur forc’h houarn ? Ar roue, dallet gant e vuhanegez, a gemerfe anezo evit kerniou, hag a rafe hor stal d’eomp. Mes n’her graio ket, rag emaomp o vont kuit ive d’hon tro. Kenavo, bro ar C’haperien ! » Ha hi prim en hent, ha pobl er gedon war he lerc’h. Ne oa ket kalz a vec’h warno, nemet aoun o doa rak roue al loened-gouez, rak sur e oant, a-hend-all, da gaout leun o c’hof kaol hag irvin, geot ha melchon, da zibri, n’eus forz pelec’h ez afent.

Koulskoude broutac’hus, pounner ha lor e oa an amzer, hag an heol tomm-bero ; eur fulac’hen denval a zave diwar an hent a-us da bobl ar Gedon. Dizec’het o beg hag o gourlanchen, kement a boultren o doa lounket, ar gedon a reas o sonj da gemeret eun tammig diskuiz pa zigoueschont dirag eul lenn-vras, eat da hesk koulz lavaret gant gwrez an hanv. E oant eno gourvezet, hep dizerra grik, didrous, pa glevchont eun dra hag a roas d’ezo kalon da c’hoarzin. — Gleskerien eo a groane etrezo. Gant eur vouez raouliet ha toc’hor, e klemment evelhen « Krevi rimp… Krrevi rimp… N’eus ket dour… Krrrevi rimp ! »

Ar re-ze oa dizec’het o foull-dour. Eur ranig hepken, eun tammig pelloc’h, hag a oa dour c’hoaz en e doull, a responte ge ha difoultre-kaer : « O ! Walc’h ! Ne rimp ket !… Dour zo ! Ha ! Ha ! Ho !… »

Ar gedon ne glaskent ket nemeur a dra evit c’hoarzin, ober a rejont ken ma spontas ar raned ganto ; ha kement e c’hoarzjont, ken ma faoutas o muzellou ha ma rogas o begou beteg o diouskouarn…

Hag abaoue kement gad a deu er bed-man, a