hag ar yar ; ar c’haz zoken a gave bepred digor e neiz al logoden ; en eur ger, peoc’h a oa e bro dudius Kaperien Beg ar Raz etre al loened, bras ha bihan.
Koulskoude ar peoc’h-ze ne dlee ken padout pell rak, da neuze egiz hirio, eun nebeudig a zo alïes peadra evit hada drailh e-touez ar gwella mignoned, hag evit lakat dispac’h da ziwana etrezo… Ha setu ar pez a c’hoarvezas gant loened Beg ar Raz.
Eur Mintinvez-hanv, epad ma tistage eur pennadig kousket, Roue al loened a oe dirusket d’ezan e vruched : ken leun oa ar zac’had droug a yeas en e greiz ma tihunas eus e gousk, (ha koulskoude n’en doa ket kalz a dra, a boan eun tammig debron), kement eta e kounnaras ma c’hourc’hemennas kerkent mont e-meaz ar vro, pell diwar e dro, d’an holl loened a zouge kerniou war o fenn, rak d’ar re-man eo e tamalle beza great an taol, an torfed. Hag ar re-man a zentas… Ha petra o dije great kentoc’h pa ne oant ket evit herzel ouz ar Mestr !… Daoust ha n’eo ket furoc’h d’ar re dinerz ha dister plega d’ar re galloudus ha krenv, ha pa ne ve ken gant aoun da veza nasket berroc’h ha gwaskaet gwasoc’h ???…
Neuze ’ta ar paour kez loened-korn a reas o zonj, anken leun o c’halon, da lavaret kenavo da vro ar C’haperien, hag int ken buhan d’en em zifreta ac’hano, an dour en o daoulagad, rak gouzout a ret :
« Ouz klenved ar red
N’eus ket a remed ! »
O welet al loened-korn o vont kuit diouz ar vro, ar C’had-Vras (Rouanez ar Gedon) a zavas aoun ganti ; ha gourc’hemen a reas d’he sujidi heuilha anezi. — « Petra, eme unan bennak, mont e-meaz ar Vro ? Ni n’hon deus ket a gerniou war hon