Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


DAOU SKOLAER
————


Yaouankik e oan c’hoaz pa voen kaset da skolaj Pont-e-Kroaz, da derri va fenn gant latin ha gregach, ha da zastum ar muia ma c’helljen a zeskadurez. En em gaout a ris da veza lakeat, e pep lec’h kouls lavaret, e-kichen an daou vrasa lakepot a oa e-touez ar skolaerien, hag a c’helle kaout neuze c’houezek pe zeitek vloaz. Va gwele zoken a oa etre o daou wele, ar pez ne viras ket ouzin da gousket kloz ha kalet, beteg ar mintin, hed an nozveziou kenta da vihana. Mes arôg eiz de goude, ne oan ken evit serra lagad ebet, gant ar zavar hag ar jabadao a veze bep noz, beteg unnek heur pe belloc’h, gant va daou louarn, o komz eun tammig eus a bep tra, o c’hoarzin krenv, hag o trailha avaloù ken na vije eat skuiz ha kleret o dent.

Eun nozvez, — an dra-man a oa war-dro eur miz goude ma oan deut d’ar skolaj — an daou gomperig en em zilas en o gweleou hep lavaret na grik na ger. — « Sell, sell ’ta ! a zonjis ennon va-unan ; souezusat tra ! Aze ’zo eun dra bennak e gôr ; diwallomp hag e welimp ! » Ha va daoulagad serret kloz-mik, evel pa vijen kousket, e c’hortozis.

Eur pennadig goude, unan eus al lakepoted, an hini brasa, e hano Lanig, bras, mes sec’h ha treudik evel pao koad eur forc’h-houarn, a zeuas da gaout egile etal e wele d’an tu kleiz d’in-me. Ha setu, evel kustum, ar jabadao o vont endro, ha me da zelaou, serret va daoulagad, met digor frank va diouskouarn. — « Laouig, a lavaras Lanig d’an hini a oa en e wele, goude eur zell taolet prim eus va c’hostez, Laouig, me zo skuiz-maro er skolaj ; ne ket eur vuez eo houman. Morse