vije kas unan eus ar re-ze d’an Enez Sizun du-man, nemet an dra-ze ne blijfe ket a-dreist da zant Korantin. N’eus forz, mont a ran atô ebarz da lavaret va fater. »
Echu e beden gantan, Gwennole a deuas war blasen an iliz da zellet ouz ar staliou-mezer, ouz marc’hadourien priachou Lok-Maria. E oa war-bouez ober e zonj da glask penn an hent da vont d’ar gear, pa welas eun den o werza sitrouilhez. Ar C’haper n’en doa morse gwelet traou e-giz-se.
— « Petra werzit aze ? » emezan d’ar marc’hadour.
Heman a gredas e oa oc’h ober ar zod anezan hag a respontas ken buhan hag hep c’hoarzin :
« Gwelet a rit hoc’h-unan, va den ; n’eus ket kalz a varc’hadourez mui ganin, rak mat eo bet ar foar war ar viou kezeg. »
— « Petra ? Salver benniget ! eme ar C’haper ; viou kezeg eo ar re-ze ? Feiz d’am Doue, biskoaz em buez ne welis viou par d’ar viou-ze ! Ah ! petra zonjan-me ? Neuze, mar prenan eur vi kazeg diganeoc’h, e c’hellin kaout eur marc’h bihan diwarnan ? »
— « Ya, eur marc’h pe eur gazeg vihan, n’oun ket evit lavaret d’eoc’h pehini ; mes unan a zaou, netra suroc’h na skleroc’h. »
Ha Gwennole Mellfaout, leun e benn a hunvreou, a jommas eur frapadig da zonjal.
— « Viou evel-se a zo ker, n’int ket ? » emezan.
— « Nan, n’int ket sur, a respontas ar marc’hadour ; war greiz ar foar ez eant betek pemzek, c’houezek real an tamm. Breman ar re vrasa zo eat er-meaz ; koulskoude setu aman unanik brao. Mad ! klaskit ho pez skoed, skoït aze hag e vezo d’eoc’h ! »