mas eno eur pennadig, digor bras e c’henou ha difronket e zaoulagad. Ne jommas ket re bell koulskoude, rak ne grede na troï na distroï e tu ebet, na finval na flach an distera ; a boan m’o doa e zivesker nerz a-walc’h da zerc’hel anezan en e zav.
Ma n’en defe ket gwelet kement a dud ha ma oa eno war-dro al loened kaer-ze, me gred a-walc’h, neuze e vije pignet an derzien-grenerez war chouk Gwennole hag e vije tec’het heman kuit ac’hano gant eur c’horfad spont ! Met nan ! Kaer o doa ar ronsed gwinkal ha dispac’ha, kaer o doa ar mammou-kezeg gervel d’o c’haout ebeulien hag ebeulezed, ken na dregerne al leurgear gant o moueziou, an dud ne spontent ket evit-se, hag ar varc’hadourien ne gollent ket nebeutoc’h a amzer o varc’hata hag o c’hlabousat. N’eus forz, petra bennak ma wele ar re all o vont hag o tont dizaon dre eno, Gwennole Mellfaout ne oa ket dinec’h na dispont kennebeut ?
— « Peadra, emezan, am eus gwelet ar c’hezeg evel-se. Ma tistagfe unan bennak eus ar re-ze, nag a dud a vefe breset, glazet, lazet marteze ; rak na buhan e tigouez droug !… Deomp ac’han, tost da ziv-heur heol eo, a gredan… Koulskoude me garfe beza gellet prena eur marc’h bihan da gas ganin d’an Enez Sizun !… »
« Sell ! Aze bara o werza. Naoun-du a zo deut d’in o chaokat goullo abaoe ar mintin-man ! » Hag e prenas eun tamm bara-lakez hag eun daou wennegadig silzig-kamm da zibri gantan…
En eur vont penn da benn gant ar ruiou, e tigouezas dirag an iliz-veur. « Feiz d’am Doue ! eme ar C'haper, setu aze eur chapel gaer en enor da zant Korantin ; mes perag an tanfoeltr ez eus pignet aze daou dour war an dôen ? Gwelloc’h e