Neuze al Lakez a lammas d’an douar diwar e varc’h, hag a stagas Laouig ouz eur c’hoz trojenn lann : « Penôz ober ? emezan… Ha fei, gwasoc’h eget beza glebiet ne vin ket, an holl a lavar n’eo ken dôn al lenn… » Ha ma yontr koz da ziwiska e zilhad a bez da bez, hag en dour ken buhan, daoust d’ar yenijen !
— « Brr ! emezan, pa oa eet en dour beteg e chink ; brr, n’eo ket re domm !… Mes petra an tanfoultr a zo o klask troïdella en-dro d’am divesker evel-se, petra a zo ? » Goude beza paket eun hanter dousen krak-houidi, e teuas er-meaz gant e vriad, poan d’ezan teuler an eil troad arôg egile : Peder zilien, ken teo ha morzad pep den, a oa troet-didroet, skoulmet endro d’ezan, diou endro da bep gar. « Bouldachou ! emo Berig, setu aze loened a zo teo o c’hof ! Klevet em eus bet, evit ar wech, e oa siliou, mellou siliou e lenn Boulgidou… n’eo ket gaou a welan. Eun tôl mat am eus great adarre ; n’emoun ket fall ganti ! »
Pemp pe c’hwec’h tro-all c’hoaz a reas da c’houde el lenn, hag evel-se, e tennas er-meaz eur bernad mat a houidi, ha seiz silien war-nugent ouspenn : eur bernad mat a gig hag a besked ! — « Sell ’ta, Laouig koz, eur c’holl eo d’it ne c’hellez ket gwelet hevelep loened ! N’out ket krenv a-walc’h d’o dougen en eur wech, na tost zoken ! Allo ! Red kaer e vo d’eomp ober teir dro ! »
Evel-se, teir dro a oe gret ! Goude an tôl-ze, e teuas chakod ma yontr koz da bounerât a hanter kant skoed, war bouez eun draïg bennak ! Mes siouaz ! Laouig koz a oa re dommet e chupen d’ezan d’an dro-ze, hag e pakas anoued da c’houde ;