Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 39 —
neuze eun derzien fall a lammas warnan… Bezit sur, pa dremenas ar paour kez marc’h blevek, daou zevez goude, e lenvas e vestr eur pennadig d’ezan. « Laouig koz, ma mignon mat, breman ne chaseïn mui, p’eo gwir en em gavan va-unan ; breman ez an en-dro daved tonton Lan, d’ar Gozker. Red eo d’in beza kere. Kenavo Laouig ! »
Perig a zeuas e nebeud amzer da veza eur c’here mat : berraet e oa kalz e ziouskouarn !
— « Pa lavaran d’eoc’h, eme tonton Lan an Tagnouz, gant graz Doue ha sikour sant Krispin, paeron ar gereourien, morse n’on chommet berr, betek-hen, da zeski e vicher d’eur c’here ! »
————