Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/47

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 37 —

bet mat daoulagad ar marc’h Laouig ; gwechall marteze n’oa ket kailharet ar bleo dindan e gof. Ar pez a c’heller da lavaret, hep aoun da goueza e gaou ebet, ez eo ma oa neuze dall-dall Laouig koz. « An dra-man ne ra forz, eme al Lakez ; evel-se e welo ken skler en noz hag en de, hag ouspenn, n’em eus ket ezom da gaout aon e spontfe, ha pa deufe da dremen dindan e veg an Ankou eskernek, pe Pôlig kamm e-unan, Pôlig Kerniou hirr ! Gwir eo ive, e bao a-drenv, en tu d’ar maez, a zo eun tammig « boul » ; e gof a zo eun nebeudig goloet a gailhar ; kement-se a zo nebeud a dra, hag, evel-se er c’hiz m’ema, ma marc’h Laouig ne rey avi da laer ebet ! »

Pegement e koustas ar marc’h koz, a c’houlennit, pegement ? — Holl danve ma yontr koz, pemp skoed… hag eun dousen krec’hen bleizi ; marc’had mat awalc’h, hervez ma welit, rag ar marc’h blevek-ze a jomme c’hoaz soun war e dreid, hag a rente kalz vad da Berig al Lakez.


MA YONTR HAG E VARC’H, LAOUIG KOZ, O VONT DA CHASEAL


Eun devez Perig ha Laouig koz, o tistrei d’ar gear, bet o chaseal, a dremene dirag eul lenn vras, Lenn Boulgidou, a gav d’in. Eur pebez bandennad houidi goue, krak-houidi ha kalz rummennad laboused goanv, a oa diskennet war al lenn, ma c’holoent an dour.

Ma yontr koz a bakas peg en e fuzuilh, a gargas anezi betek ar beg… ha pân ! e-kreiz al laboused. An niver brasa a nijas kuit a denn askel ; mes eur stropad mat anezo o doa dizonjet nijal, ha dizonjet evit atô ; ar re-ze, war-dro eun ugent bennak, pemp war-nugent pe dregont, a varve an eil goude egile, hag a jomme da ziwada war an dour.