galon, ha d’ar red etre ar c’hoad dre eur vourrigell en em gave er c’hleun.
D’ar mare-ze, eur c’had all, spontet-maro gant trouz ar fuzuilh goz, a zirede er-maez eus ar c’hoad. Kement a diz a oa war houman, ma kerzas gant he holl nerz a benn eneb an hini genta, a oa pek war he zal, ha setu an diou c’had o ruilha o diou d’an douar, tal ouz tal hep gallout en em zistaga.
E c’hellit kredi, ma yontr koz ne oa ket pell warlerc’h : buhan ha buhan e tigouezas da zispartia an diou c’had a gendalc’he da jomm tal ouz tal, evel daou daro sod oc’h en em ganna, pe daou vaout kornek oc’h en em dourtal… Eun tolig kil dorn war goug ar gedon hag al loened a oe laket er zac’h-ler da ziskuiza, goude beza tennet eun hevelep krogad.
Perig al Lakez a yeas a-zindan an noz beteg ar Pont ; seiz lur e werzas an diou c’had, ha gant e seiz lur e c’hellas kaout poultr, draje ha boledou, evit eur frapadig adarre.
Antronoz vintin, o tistroï, e pakas dioustu eun toullad mat a goulined, ha klujiri a verniou ; d’an deveziou warlerc’h, e tistagas kalz toliou mat, kenkoulz pe welloc’h c’hoaz.
Bemde, dre ma laze gedon ha koulined, bleizi ha broc’hed, e teue da binvidikât ; hag eur miz a boan goude an abardaez m’en doa lavaret kenavo d’an tonton Lan ha d’e vouteier koz, (en doare m’am eus kontet d’eoc’h}, Perig a brenas eur marc’h bet yaouank eun devez bennak emichanz, (mes pell a oa abaoue an amzer-ze, a dra zur).
Ar paour kez marc’h ! Gwechall marteze e oa