Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —

mas kuit eus an ti, o straka kement an nor war e lerc’h, ma krenas ar mogeriou. — « Ne gas ket an nor ganit ! » eme tonton Lan. — « Kenavo, paeron koz ; kenavo Olier, mevelien an diaoul ma ’z oc’h ! Mar ho kavan eus devez bennak war ma hent, gwaz a ze evidoc’h ! Ne n’ho saludin ket, mes va fuzuilh goz a lavaro d’eoc’h bep a c’her ! »


PENÔS MA YONTR, PER AL LAKEZ, A BAKAS DIOU C’HAD GANT EUR BOLED PEG.


Perig al Lakez, ma yontr koz, a gerzas gant e hent. Seiz heur hanter e oa eus an noz ; an heol hanter-varo, kollet gantan e nerz hag e wrez, a ziskenne war an dremwel evit mont da gousket. An devalijen a zirede d’an daou-lamm eus ar pellder, da c’holoï broïg Breiz-Izel.

Ma yontr a oa chommet etal ar sterig a red en tu d’an traou da Goad ar Blei-Du, evit gwalc’hi ar gwad a zirede eus e ziou vorzed. Ne oa ket echuet mat gantan en em walc’hi, pa welas eur c’had o tont a-benn d’ezan, war he fouezig…, hag e kargas e fuzuilh. Buhan, poultr, eun tamm paper ; mad ar stal ! Mes kaer en doa furchat e chakotou, an eil goude egile, ne gave na boled, na tamm ploum ebet, na draje, na tra…

D’ar fin e tennas er-meaz eus chakot e chupen, da heul e vouchouer, eur vouliennig pek, evel ma ve gant pep kere o frota ouz e lignol, — « Pa n’eus ket gwelloc’h, emezan, eo red d’in lakat houman ! »

Ar C’had, pebez mell gad ! ne oa mui nemet eun ugent kammed bennak, ha c’hoaz e kendalc’he da dostaat, pik he diouskouarn, ha savet he lost besk… Pân ! an tenn er-maez… hag ar boled peg a ya eon da stoka ha da blada war benn ar c’had : al louenig paour ! Koulskoude muioc’h a aoun en doa eget a zroug, ha hi troï kein d’ar chaseour di-