- Yan ar Bombarder,
- pe ar Gouriz-plouz
- (Da hostizien va Bro.)
Gwechall-gwechall, nep n’en doa ket daoulagad a oa dall. D’an amzer-ze, Yan ar Bombarder a rede ar vro, brudet dre ma veze dalc’hmad o vont-dont eus an eil maner d’egile, hag a-dreist-holl eus an eil tavarn d’eben, gwech war e dreid e unan, gwech war gein eskernek eun teus a varc’h : eur marc’h Laouig ken treut ma c’houlenne an dud digant Yan penôs ne veze ket troc’het dre an hanter gant liven-gein ar marc’h !…
Yan ar Bombarder ne ree nemet pismiga an hostizien. Eur wech edo o tistaga eur roulladen en eun davarn, ha kalz a dud a deue eno d’e glevet o son ar vombard ; ha setu Yan deut mat d’an hostiz, dre ma chache dour d’ar vilin. Mes jistr an hostiz o veza trenk, an dud a nebeutaas ; an hostiz a yenaas ouz Yan hag a c’houlennas digant ar Bombarder arc’hant e voued hag e evach, pe e vije krouget.
— « Ma ! eme Yan, mont a rin d’ar groug neuze mar fell d’eoc’h, rag arc’hant n’am eus ket ; mes koulskoude eur gavaden am eus great : penôs lakât ar jistr trenk da zousaat. »
— « Dres ! eme an tavarnour, a zo mat evidon-me. Gwerz d’in da gavaden. Pegement e fell d’it kaout ? »
— « Pemp skoed war-ugent, pe netra. »