an dud da derri o izili ! Pe fur pe zod oc’h ?… Hag ober paea c’hoaz ?… Da vihana ma vije bet evit netra !… Neuze c’hoaz, c’hoaz !… Ha va Filip en deus bet an derzien evit an noz ; ha, siouaz ! ma teu da chom ganin pell war e wele, piou a vago ar Filiped bihan, ne ket c’houi eo ? »
Kant tra all a lavaras c’hoaz ; Nounig al Ludueg ne zizerre ket e rann. — « Petra ’fell d’eoc’h ? eme Soaz Gamm ; va Ludueg, plac’h paour, en eur goueza, en doa lezet e zroug bouzar dindan hor gwezen-kerez ; hag ho Stroalleg d’eoc’h-c’houi en deus sammet droug va gwaz war e hini. Setu aze ar stal…! »
Pa deuas da Zant-They, Noun al Ludueg, en desped da Zoaz Gamm hag a gare kalz ar c’herez, a droc’has e wezen vrudet, hag a reas bouteier-koad ganti, p'eo gwir ne felle ken d’ezi roï ar pare d’ar re vouzar !