Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —


— « Emomp ebarz ; koulskoude ker eo. »

— « Ac’hanta, eme Yan, setu aman va c’havaden : red eo farda eur gorden blouz, hir ha stank ; troï anezi seiz gwech nao dro endro d’ar variken, ha div eur goude, an evach an trenka a deu da veza dous-mel. »



Hag int kerkent d’ar bern-plouz, da farda ar gorden vurzudus, an hostiz o sacha plouz diouz ar bern, Yan o kordenna dre ma tenne, hag o pellât bep an tammig. Ar Bombarder a zigouezas evel-se beteg an hent ; eno e kinnigas daou liard d’eur potrig evit troï ar gorden en e lec’h. Ar pôtr a droas, hag an hostiz a denne plouz diouz ar bern.

… Penôs ’ta ? Yan, tapet pemp skoed war-nugent gantan, a droc’has kuit en eur lavaret : « N’eo ket eun touel touella eun toueller. »

N’eo ket red lavaret e chommas trenk jistr an tavarnour. Heman avat a drenkas muioc’h-mui e spered outan, ken na droaz e dammig empenn e leaz kaouledek, pa welas e oa bet touzet gant Yan ar Bombarder.



Hag abaoue eo deut ar c’hiz dre ar Vro da lavaret eus eun hostiz, pa n’ez a ket mad an traou gantan en e stal : « Heman en deus tapet eur gouriz-plouz. »


————