Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

ked… Da zerr-noz, an hostiz a zihunas ar mezvier hag a blantas anezan er-meaz eus e di. — « Breman eo red mont en eun tu bennak koulskoude », eme al laer hanter-gousket c’hoaz. O veza baleet eur pennadig, e tigouezas e Meill-Kervern : « Aman, emezan, n’eo ket prennet morse dor ar marchosi ; deomp ebarz ! » Dres ! er marchosi e oa eun disparti goullo, leun a blouz fresk ; ne oa nemet gourveza ebarz. N'oa ket tenn an dra-ze d’ober, hag al laer, pounner e benn, en em roas da gousket adarre !…

War greiz an noz, e tihunas ; an tan a oa en e c’hourlanchenn, sec’hed en doa, spontus ! Eur bann loar, o skedi er marchosi, a roas d’ezan da welet eur mell podez war ar prenestr dirazan, hag hen mont da welet. — « Leun eo a leaz », emezan, hag e stagas e benn da eva. Siouaz ! n’eo ket leaz e oa, met dour-raz evit gwenna ar marchosi !… Al laer a zihunas mat neuze ; mont a reas er-meaz, da ruilha er park tosta ; e vouzellou a zeve en e greiz, teurlonka, dislonka ’ree… Koulskoude ne varvas ket, met ober a reas diou sonj avat ; ha, diwar an dro-ze e tilezas ar vicher a laer a-grenn. Mont a reas d’ar C’hap da glask labour, hag e ti piou, e kav d'eoc’h, e oa digemeret ?… E Kernez-vihan, e ti Kolaïg Dorndu !… mes evit digoll e vestr nevez, ar mevel a boanias start epad daou vloaz, hep kemer eul liard koumanant… Hirio Kolaïg hag al laer a zo daou vignon bras hag o mignoniach a bado… Kenavo, lennerien, ha ma tigouez d’eoc’h eur wech bennak mont d’ar foar da werza kezeg ha geored, difiziet diouz an daouarn-krap, rak, gwelet ho peus dre skouer Kolaïg Dorndu : « Al laer a zo laer ! »

————