Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —

ket hep gwir, me gred, e lavare d’in Janig diwall diouz al laer. An holl a c’hell beza flemmet ; c’hoarvezet a zo ganin evel gant an advokad Alanig al Louarn ; « n’eus den fin n’en deus e goulz ». Abaoue ar mintin-man, pet gwech n’oun ket bet laeret ?… Oh ! ya, Janig, gwelloc’h e vije bet d’in diwall… keuz am eus ! »

Eun heur pe ziou goude, Mari Burel, deut ezomm d’ezi a zour (da lakaat en he gwin, sur awalc’h !) a zigouezas e-tal he funz : o klevout trouz e-barz, e c’halvas holl dud an Toull-Drez…

Dizale Kolaïg Dorndu, tennet er-meaz ganto, a lavar d’ezo petra ’zo c’hoarvezet gantan ; eun tamm dilhad koz bennak a zo klasket da lakaat en-dro d’ezan. « Ne dalv ket ar boan d’in, eme Kolaïg, mont war-lerc’h an hini en deus kaset gantan Bouchig, Laouig ha va dilhad ! Trugarez d’eoc’h ha mil bennoz-Doue, ha kenavo. » − Hag hor C'haper a d’ar gear war e droad.

An abardaez-ze, pa glevas an traou, Janig ar Gapenn a zemplas… Breman Kolaïg Dorndu a zo deut da labourer-douar en desped d’e vestr-skol !… Beza flemmet a ra vad awechou !

Hag al laer ? a c’houlennoc’h diganin. Setu aman petra eo deut da veza. Gwerza a reas e Pouldahud gaor ha marc’h Kolaïg, ha gwerza mad zoken, en hevelep doare m’en em gavas pinvidik en eun tôl. E arc’hant ne jommas ket pell gantan ; bleud an diaoul a dro e brenn, gouzout a rit. Al laer, (eur rouller e oa, sonj ho peus), en em vezvas en eun hostaliri e lec’h ma oe sammet e yalc’h eus e chakod, epad ma tistage eur gwall-bennad-kous-