Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —

lêrou, ha pididip ! da ziskenn er punz diwar bouez ar gorden. A-boan m'eo digouezet er strad, al laer kerkent da lezel ar gorden da goueza en dour, ha da vont kuit gant dilhad ar C'haper, en eur lavaret outan e-unan : « Hag a dri ! Petra ’faot d’eoc’h ? Al laer a zo laer. »

Hag hen, goude beza chenchet gwiskamant ha gwelc’het ar pri diwar e veg, da glask e genta hag e eil laeradenn. Hag e sonj en e benn : « Eun devez mat hirio ! Ne faot ken nemet ar foar beza mat war ar geored hag ar c’hezeg, hag em bezo peadra da veva eur pennadig hep en em skuiza re, ha peadra ivez da eva eur werennadig « lagout » bennak. Oh ! Kaper droch ! Lakeat en noaz-ran ganin : Gwaz eo ze evitan ! »

Rak marteze ez oun bet dizonjet d’hel lavaret d’eoc’h, an diaoul a laer-ze en doa eun tech all a-dreist tech al laeronsi : tech ar vezventi eo a fell d’in lavaret ; ne gave ket fall ar gwin-ardant, pell ac’hano, ha ne dole ket an hini melen dindan e voutou, nag e-barz kennebeut !…

A-rôk mont war-lerc’h al laer, gwelomp, da genta penn, penôs ema ar bed gant Kolaïg e strad e bunz.

Kolaïg Dorndu, o veza klasket mad ha piz ar c’hefig aour ha o veza ne gav netra nemed eun tok divalo hag eur c’hoz chupenn truilhennek, a ra e zonj da zout er-meaz.

— « Sach war ar gorden ! emezan. » − Den ebet ! Netra ! Ar gorden zoken, ne wel ken anezi !

— « Frap ac’hanon el lae ! » − Boud ! Netra morse !

— « Aman eo yen ! » − Den ne lavar grik !

Hag ar C’haper a ziskenn neuze ennan e-unan : « Daoust, emezan, ha me a ranko chomm aman ?… Me gred ez oun bet devet gant an tres-laer-ze, henvel-mil ouz an hini eo eat Laouig gantan… N'eo