Tri bloaz a oa bet, d’an Nedeleg, abaoue ma oa deut bouzar Noun al Ludueg, boutaouer-koad e Sant-They. Ya, tri bloavez dioc’htu-dioc’htu, ha bouzar me lavar d’eoc’h, bouzar dioc’h an daou du. Ha c’hoaz, hep d’ezan gouzout doare penôs : nijet e oa ar c’hlevout diouz e ziouskouarn hep lavaret da belec’h ez ee na netra, egiz ma nij al labous diouz e gaoued pa gav an nor digor, pe c’hoaz evel ma tec’h al laer, eün dirazan, pa vez bet oc’h ober e dro en eun tiegez bennak. Bouzar, hep doueti penôs na perak, ma n’eo ket eun druez, Aotrou Doue ! Red eo lavaret, emichanz : eur barrad avel fall en doa kavet e du da vont en e ziskouarn, ha ne c’helle ken dont a-benn da gaout an hent da zont er-meaz diouto ; hag e chomme, al loen fall anezan, da c’hoari troï-distroï, da gantreal ebarz penn Noun al Ludueg, egiz eul logoden o firbouchat a-raok mervel en eun trap logod.
Koulskoude an droug n’oa ket bet ken gwaz adalek an deiz kenta, nan ! Met petra verne kement-se, p'eo gwir en em astenne ar c’hlenved a vloaz da vloaz, siouaz d’ar paour kez Noun al Ludueg. Rak en em astenn a ree, ha Soaz Gamm a ouie mad ez ee diouskouarn he gwaz war izellât.
Er bloaz kenta, Noun a gleve c’hoaz trouz gant ar peziou dek gwenneg a leze Soaz da goueza a-drenv e gein ; e-pad an eil bloavez, ne gleve mui nemet trouz ar peziou eiz real ; hag abaoue dibenn an trede bloavez, pegen alies bennak ma leze Soaz he fez ugent real da goueza a-drenv e gein, Noun ne ree van ebet.