Hogen, e-pad ar c’heit-amzer-ze, eur glaouer beg-du, o tremen gant e garrad glaou dre gichen ar sklosen goz, a gavas ar seiz penn hag a zammas anezo en e garr. Pa zigouezas er gear-benn, ne oa ken meneg nemet e oa salvet merc’h ar roue, ha ne deued ket a benn da gavout he zalver. Ar glaouer neuze ne voe ket pell evit mont d’al lez, great e zonj gantan : « Aotrou, emezan d’ar roue, me an hini en deus savetaet he buez d’ho merc’h muia-karet ; goulenn a ran he fouez en aour ; rag evel n’oun nemet eur glaouer ha ma ’z eo du-pod va c’hroc’hen, ne c’hellan ket dimezi d’ho merc’h ; panefe ze… »
— « Penôs, te, beg louz ? » eme ar roue diskredik an tamm anezan.
— « Me, aotrou ; ha, mar karit o gwelet, seiz penn an aerouant a zo aze em c’harr. »
Goude beza great eur zell ouz ar pennou euzus, c'hoaz o tiwada :
— « Mad ! mes n’eo ket awalc’h, eme ar roue deut ar fizianz ennan. Nan, n’eo ket gant aour e c’heller paea servijou evelse ; kent-se, me lavar, me, e timezi d'am merc’h abenn warc’hoaz vintin, ha me eo ar mestr ! »
Hag an tad-kaer, evit ma vije ar glaouer dereatoc’h da vont dirag e verc’h, a c’halvas pewar zoudard d’e walc’hi : nao lur saon du ha seiz broust koad a voe uzet war e dro evit e gempen. Antronoz vintin e oe lazet al leueou bihan, an denved hag an oc’hen lard ; dare ar zouben, ha poaz ar sklipou. Taoliou hir a oa savet n’ouzon ket ped warn-ugent. Hag er porz a enor merc’h ar voue a dlie bremaïk lavaret ya dirag he zad. Hogen pa welas-hi da biou e felled he dimezi, e lavaras eun nann dicheg ha distag : « Nan, nan, n’eo ket heman a zo bet o tiframma ac’hanon diouz tre skilfou an aerouant !… »