Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/117

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 107 —

— « Penôs, ne ket me ? a c’houlenne ar glaouer. Ha n’ho peus ket gwelet ar pennou aze ganin ? »

Dres ! d’an ampoent daou gi-bleiz Yan a ziskordas da chalpat, ha merc’h ar roue a baras he daoulagad war re he zalver gwirion ; ha Yan, dre douez an engroez a dud a oa eno, a respontas : « Ar pennou, ya ; mes maro edont, pa e teus o c’havet ; elec’h an teodou a zo ganin aman, ne welez ket, glaouer ? » Ha Yan o diskoueze, ar seiz teod forc’hek. Ar glaouer, me lavar d’eoc’h, ne oa ket duze er frikou. Eun tantad a oe savet ker buhan e korn ar porz ; ha gant ar pennou hag eskern ar glaouer e oe great glaou !

Ha Yan ? Merc’h ar roue, dirag an holl, a deuas da boket d’ezan ha d’her briata gant eur garantez divuzul. Ha Yan, intanv ar paour kez Katellig, a deuas da veza mab-kaer ar roue.

An hini a gontas ar gonchen a oa bet ivez er frikou e-pad eiz de. Pa deuas d’ar gear, eo bet pell gant ar boan en e zivesker, kement e tansas jabadao ha gavotennou en enor da Yan savet

« Eus an izel d’an uhel ! »



————