Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/115

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 105 —

war an aod pa vez trec’h bras, hag e lost forc’hek a c’houibane en ear.

Gant eur vouez roc’hellus e c’houlennas ouz Yan :

« Petra ? prenvig-douar, pe debret pe evet e vi ? »

Met Yan n’en doa ket c’hoaz c’hoant da veza na debret, nag evet, na lounket ; evit pep respont e flouras o c’hein d’e goun. « Skis ! Skis ! » emezan. Ha Pegstard da zailha war ar flerius seiz pennek, ha Krogmad da lammet war ar c’hein skantennek, ha da daga an eil penn warlerc’h egile, ha Yan ivez da zikour e chas eus e wella hag o lopa a dro-chouk war an aerouant.

Ne badas ket pell ar c’hrogad. Yan ne oe ket evet na debret, mes an aerouant divalo a dremenas d’ezan ar c’hoant lonka diwar an taol-ze. Gant e gontell-laz, Yan a droc’has prim ar seiz penn, a zammas anezo en e visac’h, ha kuit ganto, e zaou gi-bleiz d’e heul, en eur gimiadi a bell diouz ar plac’h yaouank a rede war e lerc’h, en eur c’hervel anezan he zalver, he mirour, he fried. Mes Yan a rede araozi hag a zonje : « Aon ho peus c’hoaz, merc’h ar roue ; divezatoc’h m’ho peus c’hoant e gwirionez d’am c’haout da bried, c’houi am c’hlasko ; ha neuze hon daou ni a welo. » Koulskoude, dre ma rede dre ar c’hoad e kave ar seiz penn pounneroc’h-pounner.

Hag e tanfoeltras anezo ouz eur sklosen goz, goude beza troc’het ar seiz teod diouto. Ha skanveat d’ezan, e kerzas d’ar gear-benn da welet petra ’c’hoarvezfe.

Ha petra a c’hoarvezas ? — Setu aman. Merc’h ar roue, goude he zalvedigez vurzudus, ne oa ket pell evit digouezout er gear, e lez he zad. Heman evel m’en doa roet e c’her, a lakeas klask war ar zalver, evit dimezi d’ezan e verc’h.