Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/109

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 99 —

— « Teut, teut, teut ! C’houi gav d’eoc’h an dra-ze ? eme Yan. Katellig, gwir eo, he deus kollet he gwad, mes me ’m eus aze e kornig va arbel eur c’hwitel daou wenneg bet d’am moereb, hag a zo goest da lakat buez da zont en dro em gwreg. » Hag hen ker buhan ober teir c’hwitaden gant c’hwitel ar voereb koz, ha ker buhan ive Katellig ’oa en he zav.

An aotrou Furzod a jommas sebezet, souezet-maro. — « Yan, emezan, gwerz d’in hounnez, ar c’hwitel-ze, ha dizonjomp ar pez zo bet etrezomp. » — Ne oent ket pell evit beza mignoned adarre hag evit ober ar marc’had : ar c’hwitel, evelse, oe gwerzet kant skoed.

An dro-ze, an aotrou Furzod a zistroas d’ar gear laouen-bras. « Sell aze ! emezan outan e-unan, pebeuz taol am eus-me graet ! Beteg hizio, pa vouze va itronig ouzin, e veze red mad d’in selaou anezi ha klevout diganti eur randonnennad hir a draou, pe mont kuit diouti. Hiziviken, mar fell d’ezi c’hoaz klask trabaz ouzin-me, e sankin va c’hontel en e c’hreiz, hag e lezin anezi evel maro ; ha pa blijo d’in, e rin teir c’hwitelladen, ha buez adarre ebarz va itronig. Hounnez he deus ezomm da veza kelennet, dreset, ar vaouezig-ze. Ni ’welo ! »

Digouezout a reas er maner, ha setu an itron dioustu o tont d’e gaout. « Ac’hanta, emezi, krouget eo Yan ganit, emichanz ? » — « N’eo ket », a respontas an aotrou. — « Petra, lorgnez ? N’ec’h eus ket krouget anezan, amprevan ? » — « Ah ! evelse emout ganin, pikez, eme an aotrou ; gortoz eun tammig ac’hanoun, gortoz ! »

Hag hen mont ha tenna e gontel, ha skoï eun taolig pe zaou gant e itron.