Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/110

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 100 —

« Va buez ! Va buez ! » grias an itron o koueza a stok-korf d’an douar.

Ouz he c’hlevet, diou blac’h ha tri pe bevar mevel a ziredas wardro o mestrez. — « Lezit hounnez, eme an aotrou d’ezo, me ha zavo alese pa blijo ganin. » — « Ha penôz ? » emezo, sabatuet. — « Gant ar c’hwitel-man », a respontas an aotrou ; hag hen distaga teir c’hwitelladen gant e c’hwitel daou wenneg ; mes netra, an itron ne flache ket an disterra. Ober a reas c’hoaz eun taol c’hwitel, daou daol, tri daol… netra, ha netra morse : an itron a oa maro mat !…

An aotrou a jommas mantret, ha seul-vui ma ouie ne oa ket ar justis tener ouz ar vuntrerien, zoken evit ar vuntrerien furzod.

Ha klask kuzat ne dalveze ket : re a dud o doa gwelet, hag abred pe ziwezat, hini pe hini a ziskuilhfe.

Setu ’ta ma teuas archerien da chadenn an aotrou kez, hag eiz de da c’houde e oe krouget, evel ma oa ar c’hiz en amzer-ze.

…Eun niz d’ezan a deuas neuze da vestr d’ar C’hastel-C’hwistel, (entent a rit breman perak e oe roet an hano-man d’ar maner). Dioc’h-tu e poanias da welc’hi e hano eur ar vrud fall en doa chachet warnan e yontr ; ha ne oe ket dies d’ezan, o veza ma oa ker madelezus ha m’edo egile drouk ha diboell.



Eus e du, Yan an Inkin ne ankounac’haas morse e tle ar gwir binvidik beza aluzenner an Aotrou Doue ; beva ’reas koz-koz gant Katellig etouez eun tiad bugale, karet gant an holl dre ar C’hap. — Ha d’e eur diweza, sant Per a zigoras, sur awalc’h, frank dor ar Baradoz d’e ene.

Ra ’z imp holl d’e gaout du-ze, pep hini d’e dro !