Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/108

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 98 —


Me oe red enaoui an tan neuze. Koan diwezat a oe, mes ne oe aet netra da goll.

Mez ennan ken ma flerie, an aotrou a damalle e skourjez : « N’ouzon ket petra ’c’hoarvez gantan, emezan ; mes n’eman ket mad ganti sur awalc’h…

Meur a hini a zonjas e oa kollet e benn gant aotrou maner ar C’hastell-C’hwistel…



E-pad an nozvez-ze, an aotrou Furzod a glevas e bater gant e itron. A bep seurt a glevas diganti : « Diod ! Leue geod ! Beg magn ! » ha me oar me petra me oe ket lavaret d’ar paour ket aotrou ! — Setu, antronoz vintin, ma reas heman e zonj adarre da vont da gas Yan an Inkin d’ar bed-all. Mes Yan ive a oa o c’hortoz an aotrou da zont war e dro ; karget en doa gwin ruz leun eur zoroc’hel gras ha laket anezi goude-ze e krubuilh Katellig.

Pa zigouezas en ti, an aotrou a lavaras : « Yan, diwar an taol-man, ne vezi ket kosoc’h ; mont a ran da ober da stal d’it ! » — « Gwir ! eme Yan. Red eo d’in neuze laza va gwreg da genta, rak ne dalvez ket kalz ar boan d’in lezel Katellig baour war va lerc’h da zizec’ha war he zreid gant an dienez. N’em befe ket ar galon-ze » !

Hag hen, ker buhan, mont ha sanka e gontel ebarz krubuilh Katellig. Houman en em lezas da goueza ; ar zoroc’hel a oa toullet, er gwin a rede a bep tu.

An aotrou a spontas. — « Petra ’z peus great, Yan ? emezan. Sell da wreg aze astennet war al leur-zi, ha beuzet en he gwad. Gwell a ze n’eo ken evidoun, rag ar « Justis » a deuio d’az kerc’hat hep dale. Muntrer, lazet ez peus da vaouez, mes da dro a deuio ha te vo dibennet, dic’houget… »