Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/101

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 91 —

War-dro an hanter-noz, eun trouz iskis a gasas ar c’housket diwarnan, hag ar paour kez den, hep kredi flach an distera, a zavas en e goanze da zellet : e oa al laeron o tont d’ar gear. Da genta, oa eur pikol den, eur zac’had aour gantan ; hag en e c’houde, eur mell chalopen, eur zac’had arc’hant war e gein ; ha war o lerc’h, eun tanfoeltr hini tri laer-ze, e tigouezas eur pevare, ha gantan eun hanter ejen hag eur podhouarn henvel awalc’h ouz eur bailh-kouez.

Epad ma oa al laer keginour oc’h aoza ar zouben, an tri all a ziskoulmas an amarou war o zier evit diskouez pe ar mouniz, pe an arc’hant, pe an aour o doa laeret en o nozvez. Ouz o gwelet, Yan an Inkin a c’haloupe meur a zonj en e spered :

« Ché ! emezan, ma teufen abenn da veza mestr war an traou-ze !… »

Eur wech debret koan ganto hag evet meur a bicherad jistr, meur a flipaden gwin-arc’hant, (rak jistr ha gwin-ardant a oa kuzet er wezen gleuz), al laeron a yeas skanv o zeod en dro en o beg. Unan adreist ar re all, distagellet gwelloc’h emichans, a gonte penôz e oa deut a benn da laerez e zac’had mouniz : en eun iliz e oa bet o furcha kefiou ar zent, ha kef bras ar sakristiri en doa bruzunet. Tost oa bet d’ezan beza paket koulskoude, rag ar c’hloc’her a oa digouezet warnan p’edo o tigori kef sant Alar, mestr ar c’hezeg.

« Ha n’ez peus ket bet aon ? a c’houlennas ar re all ; ni ne gredomp ket c'hoaz ober gaou ouz Doue hag e zent. »

— « Aon ! eme egile ! Oh ! tamm ebet ! N’oun ket bet seizdaletoc’h evit liamma e zaouarn d’ar c’hloc’her adrenv e gein, hag evit e vouta en eur gador-govez elec’h em eus prennet an nor war