oa troet e gein gant Kontelvraz, epad ma oa Katellig en dizesper o yudal a bouez penn : « Emaomp rinivet, rak maro eo Moumoutik ! » Yan a lakeas e voutou ler-goad en e dreid (pe e dreid en e voutou ler-goad,) a wiskas e dok zul, a ziskennas e benn-baz diwar e arbel, a zammas ar c’hroc’hen bioc’h war e ziouskoaz… E oa o vont er-meaz an ti pa c’houlennas e wreg outan, en eur zifronka :
— « Yan, da belec’h emaout o vont ? »
— « Da belec’h ? eme Yan, d’an ifern da ginnig chupen Moumoutik da Bôlig, evit gwelet ha ker e preno anezi diganin ! »
Koulskoude n’eo ket hent an ifern a gemeras Yan, hent Pont ’n Abad an hini eo, rag antronoz e oa foar vras e kear-benn ar Vigoudenned. Eur pennadig brao a hent oa da vuzula ; ha pa zigouezas an noz war ar c’horre, Yan en em gavas en eur c’hoad doun, e-harz eur wezen uhel. Ah ! pa lavaran eur wezen, va zud, hounnez a oa unan ! Brankou he doa da ziheolia ouspen eun devezarat douar en-dro d’ezi. He blenchen a oa uheloc’h eget daou dour Sant-Korantin bern war vern ; he gar a oa teo, teo, mes kleuz en diabarz.
Hogen ar wezen gleuz-ze a oa brudell fall dre ar vro, rag en he c’hleuzen, ma oa red kredi ar pez a lavared, e teu bemnoz laeron da farda o zouben ha da loja Yan en doa anaoudegez a gement-se, mes evel ne oa ket den da sponta rag e skeud, e reas e zonj da dremen an nozvez e kleuzen al laeron. Ha setu hen mont e kreiz ar wezen, renka kroc’hen e vioc’h en dro d’ezan gwella ma c’hellas, ha gourvez en eur c’hornig-tro, goude beza dibunet eun tammig pater. Yan, skuiz maro e zivesker outan, ne zaleas ket da gousket eberz kroc’hen Moumoutik.