e c’horre. Oh ! me n’eo ket aonik an tamm ac’hanoun ! Me ne spontfen nemet rag an diaoul, mes p’eo gwir n’eus diaoul ebet !… »
Ken buhan Yan a deuas eur zonj en e benn ; sponta al laeron. En eun taol e savas, hag e lammas e kreiz ar pevar lakepod, kroc’hen ar vioc’h endro d’ezan ato ha kerniel Moumoutik savet pik war e benn !… Ar c’hurun, o koueza war ar wezen n’en defe ket great ker bras aon d’al laeron. — « An diaoul ! » eme laer ar zent. — « An diaoul ! Kerniel en deus ! » eme unan all. — « An diaoul ! Sell e lost hirr o ruza an douar ! » a lavaras an trede.
Pôtred paour ! Int a droc’has kuit diouz ar wezen gleuz ! Ar pevare a oa eun tammig kamm d’an tu kleiz ! Ma Doue ! Hen a choue e vuez, hag a c’houlenne sikour, hag a lavare d’ar re all gortoz anezan. Siouaz ! den n’her seloue, ha me gred e torras e benn o steki ouz eur wezen bennak. Ar pez a zo sur, hini ebet eus al laeron ne zistroas d’ar wezen gleuz hag evelse arc’hant o laeronsiou a jommas gant Yan.
Tri pe bevar devez a lakeas Yan da gas sac’hadou al laeron d’ar gear, mes gant amzer ha patianted e reer meur a dra, hag evelse eo e teuas Yan a benn eus e daol ha da gas zoken da Gatellig eun tanva eus kig souben al laeron.
Mes n’edo ket peadra kaout arc’hant kemend
all, red e oa c’hoaz muzula an tenzor. Setu ma
tiwanas eur zonj e penn Yan : hag hen, antronoz
vintin, lavaret d’e vaouez : « Breman, Katellig,
kerz da vaner ar C’hastel C’hwistel da gaout an
aotrou Furzod, ha goulen digantan eur gastel da vuzula an aour am eus bet evit kroc’hen Moumoutik. »