59
KLENVED AR MEDALENNOU
An heol a zo kuzet, setu echu an de :
Me glev ar c’hloc’h o tintal an ave !
Kousk, kousk !
Breiz-Izel, Bro dispar !
Setu an noz o tont war an douar,
Kousk !
Breiz-Izel, Bro ker mat,
Mouez ar mor bras a zav d’az luskellat !
Arvor, ô douar sakr, a greiz-kalon m’ho kar ;
Bro all ker kaer n’eus ket war an douar !
Kousk, kousk !
Breiz-Izel, Bro dispar !
Setu an noz o tont war an douar,
Kousk !
Breiz-Izel, Bro ker mat,
Mouez ar mor bras a zav d’az luskellat !
|
Fistoulik
Setu pôtr-saoud an Ti-all o tont d’ar gear gant e
loened… Ha mar karfe hon « depute » Baraz dont
ive ! — (Mont a ra da doull an nor). Setu
aman da vihana eun toullad all o tont.
(Lom Bitous, Job Saout, ar Skouarnek, Jakou eus ar meaz)
— Bevet Fistoulik !
(Fistoulik, Droch, Yan Avalou, Gwenole, eus an ti)
— Hag e vedalen !
————
PEVARE DIVIZ
An hevelep re ; Lom Bitous, Job Saout, ar Skouarnek, ha Jakou ouspen.
Ar Skouarnek
Ya, daoust ha digouezet int ?
Fistoulik
N’int ket c’hoaz, na Baraz, na medalen. Mes
c’houi zo diwezat ganti.