Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/68

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
60
KLENVED AR MEDALENNOU


Ar Skouarnek

Diwezat marteze, hep beza re ziwezat… ha neuze eur wech n’eo ket kustum.

(Skouarnek a jomm war-bouez da goms gant Droch).

Lom Bitous

Mestr, bet oun eur pennad war an hent. N’em eus gwelet den o tont ; hag evit ar Fanchik-Fall, ne gavan na liou na c’houez ebet anezan. Eur zonj all a deu d’am spered. Klevet em eus Fanchik, arôk m’eo eat kuit, o lavaret en doa droug penn. Piou oar ? marteze eo eat da c’hourvez en eun tu bennak, hag eo dizonjet, ha chommet da gousket.

Fistoulik

Lakomp marteze… Kleo, Lom Bitous, gwelet a rez aze n’eus c’hoaz netra war an daol. Kent-se displeg buhan ar doal (an doucher) war an daol ; an doal vras, an hini wenn, ha prim traou warni : gwer, ar boutailhadou eus an hini-koz, gouzout a rez ; loaiou, kountellou hag all. Ha tiz warnout avad, ne ket chomm da lichuenna eo !

Gwenole ha Jakou

Gortoz, Lom Bitous, ni roio an dorn d’it.

(Epad m’emaint o renka an traou war an daol, Fistoulik a goms ouz Yan Avalou azezet ha, sioul en e gorn-tro ; Droch a zo ato gant ar Skouarnek).

Job Saout

(Eur pakad traou gantan dindan e vrec’h, goustadik, outan e unan) — Ar c’higer n’eo ket na mat na deread d’ezan dibri kig bioc’h koz egiz ar re-all ; mes penoz ober ? — (Krenv d’ar mevel). Hep ! Lom Bitous, aman ez eus dent ganin eun