Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/66

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
58
KLENVED AR MEDALENNOU

man, rak aman, va niz, ema frikou ar vedalen war an tan. (En eur c'houesa) C’houez-vad a zo gantan !

Gwenole

Ha va loden zo ive neuze ?

Fistoulik

Pod an dien ! da loden zo ive, me gav d’in !… Sell, e pelec’h ema va zammig envor ganin ? Daoust ha c’hoant en defe da droi e leaz kaouledet ? Mes red eo d’in sonjal er pez a zo war da lizer. Setu aze hanter-kant lur evit ober gouel hag ar pez a gari en enor d’az kalonsiou ha d’am medalen.

Gwenole

Bennoz-Doue d’eoc’h, yontr ! Hanter-kant lur a zo brao da gaout evit eur zoudard. Me ne c’hounezan ket kement-se d’am bloavez.

Fistoulik

Breman emoun dispeg, a gredan ; rak bet oun goude kreisteiz o kaout ar mestr-mansouner, ha mont a reio warc’hoaz genta da zevel eur c'hraou nevez da voc’h va merour.

Yan Avalou

Setu aze labour great gant ar vedalen !

Droch

Ya, e gwirionez, mat eo ar vedalen ouz kalz a draou !

Fistoulik

Ma ! Gwasa ’zo, aman ne deuio den. Ema kouezet an noz koulskoude war bouez netra.

(Klevout a reer kloc’h an « Anjeluz» o son, hag eur vouez o kana :)