Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
43
KLENVED AR MEDALENNOU


Fanchik-Fall

Bennoz-Doue d’eoc’h, tonton Herve ! (War bouez). Da vihana, mar karfes mont alese gant an diaoul war e gerniou !

Herve-Goz

Skuizet e oan en ti du-hont, abaoue kreisteiz, hag e teuan da lakat eur c’hornadig butun aman evit gwelet an dud. Sonjal a reen n’oa den ebet, rak bremaïk ez eus bet eur pao ur kez aze e-harz an nor, hag a zo eat kuit hep netra. Gwir eo, da vestr a zo divalo da roi an aluzen. Eur c’hure a zo bet er barrez-man hag a lake ar gristenien da ouela dourek bep tro ma pigne er gador. Ma ! kaer en deus bet prezek ha teuler er-meaz, prezek ha dibrezek a eneb an « avaristed », chommet eo bet berr da lakat Fistoulik da roi eun aval-douar kri en aluzen d’ar paotr !

Fanchik-Fall

Eur gaou a zo deut aze ganeoc’h, rak bremaïk en deus roët daou wenneg d’ar paour a oa aman.

Herve-Goz

Chê ! N'ouzoun ket penoz !… Marteze a-walc’h, ha koulskoude me ne fazian ket gwall-alies. Me oar petra dremen en ti-man, damdostik, kouls hag en tier all. Sell, el lec’h-ma-lec’h ema izelik an dour ; an nep-ma-nep a brenefe loaned en e graou, mes e yalc’h a zo kevnidet, an diaoul e-barz, siouaz d’ezan !

Fanchik-Fall

Me gave d’in e teuec’h da lakat eur c’hornadig ?

Herve-Goz (Tenna a ra e yalc’h-vutun.)

Ya, gwir eo, Fanchik-Fall. Sell ’ta, n’e ket drouk-prezek eo, mes gwreg ar c’hloc’her eo koulskoude